Robert Emmet

Robert Emmet
Robert Emmet maskl marv

Ur broadelour iwerzhonat yaouank a Zulenn a oa Robert Emmet, pe Roparzh Emmet e brezhoneg (gwelout pezh-c'hoari Roparz Hemon). Ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1778 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Gwengolo 1803, (Strollad ar Vroadelourion Unanet), E studioù a gasas en Trinity College. (An Dr Robert Emmet a oa e dad, fizikour ar Roue Saoz).

Goude votadeg an Unvaniezh e tarempredas Emmet gant gouarnamant ar Stad C'hall e 1802 evit aozañ un emsavadeg da zijabliñ e vro diouzh gwask enebourion e bobl. D’an 23 a viz Gourheren 1803, e aozas tagadenn Kastell Dulenn. Ne voe ket gwall aozet an emsavadeg ha donet a reas fonnapl ar warded da gastiziñ an emsaverion. Harzet ha kondaonet d’ar marv e voe, daoust da ziviz brav meurbet e alvokad, John Philpot Curran,Tad Sarah Curran, danvez pried Emmet.

Da 25 bloaz e voe krouget ha dibennet goude, an deiz war-lerc’h, e miz Gwengolo 1803.

Emmet zo ennañ personelezh ar romantelezh dre e yaouankiz, e uhelvennozhioù hag e garantez evit Sarah Curran. Deuet eo da vout unan a verzherion Bro-Iwerzhon, d’an 19 a viz Gwengolo 1803.

Enoret e voe Robert Emmet war daou dimbr embannet gant Post Bro-Iwerzhon en 1953 da geñver 150vet deiz-ha-bloaz e varv.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search